Doujañs d’hor yezh ha d’hon bro ! Brezhoneg ofisiel !

Publié le par Emgann Bro-Roazhon

Dre ma c’halvomp da vanifestiñ disadorn dirak an tier-post e Kemper, Gwengamp ha Karaez, Montroulez e fell deomp embann en a-raok peseurt azgoulennoù zo ganeomp :

 

 - E prometfe ar Post en un doare ofisiel ne vo ket goulennet ken gant ar c’humunioù chom hep implij stumm brezhonek an anvioù-lec’h (war Vreizh a-bezh).

 

- E prometfe ar Post ne vo ket klasket e mod ebet mirout ouzh ar Vretoned da implij anvioù lec'h brezhoneg war al lizhiri a gasont. Ma grog ar Post da dagañ an anvioù lec’h brezhonek  e Breizh-izel peadra zo d’en em c’houlenn hag e kendalc’ho e-pad pell ar servij publik-se da zasparzhañ al lizhiri skrivet warne „Naoned“, „Lannuon“, „Roazhon“…

 

- E prometfe ar Post en un doare ofisiel e toujo ouzh identelezh ha yezh pobl vBreizh en ur ginnig ur gwir servij publik e brezhoneg. Da laret eo:niverenniñ labourerien ar Post hag a oar brezhoneg, stummañ an implijidi (a fell dezhe en ober evel-just !) a-benn degemer ar publik e brezhoneg ha lenn ar goloioù lizher o defe poan ar mekanikoù da gompren, divyezhekaat e holl dafar kehentiñ…. Evit ober kement all e c’hell ar Post mont e darempred gant Ofis Ar Brezhoneg evit sinañ „Ya d’ar brezhoneg“ evel m’eo bet graet gant kumunioù, skolioù-meur, embregerezhioù, kevredigezhioù…

 

- E prometfe ar Post ne c’hello ket an Aotroù Amiard kenderc’hel gant e zoareoù trevadennour. Dav eo kas anezhañ d’ober war-dro ar chekennoù n’int ket bet enkefiet, e Belfort da skouer, hag implijout Bretoned kar o yezh ha kar o bro er servij publik amañ e Breizh. Un toullad Bretoned a labour evit an embregerezh-se a c’hortoz distreiñ d’hon bro abaoe pell.


 

Laouen tre omp bet o welet eo bet niverus tre an dud o sevel o mouezh evit difenn hor yezh hag hon identitelezh goude komzoù an Aotroù Amiard. Estreget difenn doare skrivañ an anvioù lec’h hag an anvioù familh zo d’ober, erru eo poent d’ar Vretoned stourm en dro a-benn ma vefe doujet d’hor yezh vroadel e pep lec’h, e pep servij publik (skolioù, ti-post, ensavadurioù lec’hel, war vord an hentoù, er skinwel hag er skingomz…). Deomp-ni eo da zibab pegoulz ha pelec’h e fell deomp implij ar brezhoneg.

 

Adkavomp hent ar stourm hag e vefomp trec’h !

 

Emgav dirak tier-post Kemper (Bali Kerguelen), Karaez ha Gwengamp (plasenn ar marc’had), Montroulez da 11e beure d’ar sadorn 24 a viz Genver 2009.

 

Emgann-MGI

emgann@no-log.org

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article