
Qui sommes-nous ?
Nous luttons pour l’émancipation et la libération nationale du peuple breton et la représentation directe de ce dernier dans les instances européennes.
Nous sommes un mouvement nationaliste progressiste : loin de tout enfermement et de toute forme de nationalisme expansionniste, nous luttons dans un cadre politique visant à réaffirmer les droits
historiques et démocratiques du peuple breton. Pour nous l’émancipation nationale ne peut être envisagée que dans un contexte de solidarité avec les autres peuples et dans un cadre social de plus
grand partage et d'équité.
Téléchargez la déclaration de Corte / Pellgargit diskleriadur Korti (stumm PDF)
Etre 20 000 ha 40 000 den a oa deuet disadorn deus Breizh ha deus broioù all (kornog Bro-C'hall dreistholl) evit manifestiñ a-enep raktres nevez ar gouarnamant gall, en deus c'hoant plantañ kreizennoù nukleel adarre er Stad. Ouzhpenn da vezañ un dibab dañjerus evit an dazont e-keñver ar yec'hed hag ar restachoù toksik a vo ret lakaat en ul lec'h bennak deiz pe zeiz, ar rummad nevez a greizennoù a fell dezho lakaat a zo anvet EPR (European Pressurized Reactor) hag a c'hell lakaat ac'hanomp da soñjal n'eo ket un dibab deus ar c'hentañ.
Er broioù 'zo eo bet savet ar c'hreizennoù-se ez eus dija bet kudennoù fuiennoù a-gaoz d'ar betoñs. War an dachenn teknikel e vo ivez ehanet gant sistem ar PAC (Pilotage Analogique Cablé) evit mont d'ur sistem nevez, SNCC (Système Numérique de Contrôle Commande) e anv ; da lavaret eo e vo rennet pep tra er greizenn gant ur sistem numerikel penn-da-benn, hag ar mab-den n'en do renn ebet war ar pezh a vo graet. E 1998, kudennoù pouezus 'oa bet e kreizenn Neckarwestheim 1 (Bro-Alamagn) a-gaoz d'an dra-se.
Ouzhpenn da zibab un energiezh lous ha dañjerus e 'z a ar Stad gall (ur wech all !) en tu all deus ar pezh a vez graet dre-vras e broioù all Europa : da skouer, 7 kreizenn a zo bet serret da vat e bro-Saoz, bro-Slovakia ha bro-vBulgaria d'ar 1añ a viz Genver 2007 evit bezañ erlec'hiet gant traoù propoc'h evit an endro (rodoù-avel, da skouer).
Un dra chalus memestra : dav eo notenniñ koulskoude ne oa gêr brezhoneg ebet war skritelloù ar rouedad Sortir du Nucléaire en doa aozet an dibunadeg, paneved an niver uhel a dud a oa deuet gant panelloù ha skritelloù e brezhoneg, luganoù brezhonek en o c'henoù ! Ret vefe d'an aozourien gwelet eo hor yezh muioc'h-mui implijet ha ma 'z eo mat ha pouezus stourm evit doujañs an endro eo pouezus doujañ ivez hor yezh.
Ezhomm hon eus deus ar galloud e Breizh evit ma ne vefe ket divizet hon amzer-dazont ekologiel gant tud dall ha n'o do biken kreizennoù lous dirak o burevioù e Pariz.
Evit Emgann MGI, Fañch Oger
