EPR ? Pok ma revr !

Publié le par Emgann Bro-Roazhon

Etre 20 000 ha 40 000 den a oa deuet disadorn deus Breizh ha deus broioù all (kornog Bro-C'hall dreistholl) evit manifestiñ a-enep raktres nevez ar gouarnamant gall, en deus c'hoant plantañ kreizennoù nukleel adarre er Stad. Ouzhpenn da vezañ un dibab dañjerus evit an dazont e-keñver ar yec'hed hag ar restachoù toksik a vo ret lakaat en ul lec'h bennak deiz pe zeiz, ar rummad nevez a greizennoù a fell dezho lakaat a zo anvet EPR (European Pressurized Reactor) hag a c'hell lakaat ac'hanomp da soñjal n'eo ket un dibab deus ar c'hentañ.

Er broioù 'zo eo bet savet ar c'hreizennoù-se ez eus dija bet kudennoù fuiennoù a-gaoz d'ar betoñs. War an dachenn teknikel e vo ivez ehanet gant sistem ar PAC (Pilotage Analogique Cablé) evit mont d'ur sistem nevez, SNCC (Système Numérique de Contrôle Commande) e anv ; da lavaret eo e vo rennet pep tra er greizenn gant ur sistem numerikel penn-da-benn, hag ar mab-den n'en do renn ebet war ar pezh a vo graet. E 1998, kudennoù pouezus 'oa bet e kreizenn Neckarwestheim 1 (Bro-Alamagn) a-gaoz d'an dra-se.

 

Graet eo bet ar reportaj-se gant Gwagenn TV. Trugarez dezho evit-se...
 

Ouzhpenn da zibab un energiezh lous ha dañjerus e 'z a ar Stad gall (ur wech all !) en tu all deus ar pezh a vez graet dre-vras e broioù all Europa : da skouer, 7 kreizenn a zo bet serret da vat e bro-Saoz, bro-Slovakia ha bro-vBulgaria d'ar 1añ a viz Genver 2007 evit bezañ erlec'hiet gant traoù propoc'h evit an endro (rodoù-avel, da skouer).

Un dra chalus memestra : dav eo notenniñ koulskoude ne oa gêr brezhoneg ebet war skritelloù ar rouedad Sortir du Nucléaire en doa aozet an dibunadeg, paneved an niver uhel a dud a oa deuet gant panelloù ha skritelloù e brezhoneg, luganoù brezhonek en o c'henoù ! Ret vefe d'an aozourien gwelet eo hor yezh muioc'h-mui implijet ha ma 'z eo mat ha pouezus stourm evit doujañs an endro eo pouezus doujañ ivez hor yezh.

Ezhomm hon eus deus ar galloud e Breizh evit ma ne vefe ket divizet hon amzer-dazont ekologiel gant tud dall ha n'o do biken kreizennoù lous dirak o burevioù e Pariz.

Evit Emgann MGI, Fañch Oger

Publicité

Publié dans Endro - Environnement

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article